fermer le menu

4.8/5

2099 avis, 3866 photos

Logo Eldo
Facebook YouTube
Trouvez votre Applicateur près de chez vous

Trouvez votre Applicateur près de chez vous

Fermer la popup
Rechercher un applicateur

ADPARAMANTIÑ AN TALBENNOÙ

CHANTIER RÉALISÉ PAR

Mission Façades

MOIS DE RÉALISATION

septembre 2022

PARTAGER

Photo avant travaux Photo après travaux

Détail Chantier

Gant ar perzhioù-se e c’hall degouezhout meur a zizurzh en talbenn : diveradurioù dour brasoc’h, mogerioù skoet muioc’h gant an amzer fall, riskloù a siladennoù dour brasoc’h ma’z eus frailhoù pe sac’hadennoù dour…

An dra-se zo kaoz e tle bezañ graet mat al labour da induiñ a-nevez un ti nevezvreizhek, kuit d’an dizurzhioù da zont en-dro daoust dezho da vezañ bet reizhet.

Étude et préconisation réalisées par Mission Façades (problèmes solutionnés)

PA VEZ AR GWISKAD O KLOGORENNIÑ HAG O TISPEGAÑ

Bez’ e c’hall an dour sac’hañ er c’hornioù lemm hag er c’hognoù-tro a-rez ar pantennoù. M’eo gwevn ar gwiskad e c’hall an dour en em silañ ennañ, ha da-heul lakaat anezhañ da glogorenniñ ha da zispegañ. Evit plediñ gant ar gudenn en un doare padus hag efedus e ranker, da gentañ, kavout petra zo kaoz d’ar glebor (si fall e diver an dour pe en doenn, frailhañ, sac’hañ…).

Pa oa bet kempennet an ti nevezvreizhek-mañ e oa bet tennet ar gwiskadoù klogorennet ha dispeget, hag induet e oa bet a-nevez al lodennoù piket goude-se. Ur wech peurgompezet ar mogerioù en-dro e oa bet ouzhpennet ur gwiskad gwevn ha mikrospluius eus ar c’hentañ troc’h evit ma vefe didreishoc’h ar skor.

Conseils d’expert, produits et prestation

LIV TALBENN AN TI NEVEZVREIZHEK : LIVAJ GWENN

Livaj gwenn evit an tiez seurt-se ! Peurvuiañ e vez gwenn an tiez giz nevezvreizhek, kuit da vezañ disheñvel diouzh tiez all o lodennaoueg. Meur a arliv livaj gwenn zo memes tra : gwenn surentez pe panellerezh (liv yen), gwenn mouk pe klos (gant un arliv melen), gwenn kleiz, gwenn arktikel, gwenn lili, gwenn jasmin, gwenn ivor… Evit an ti-mañ en Naoned e oa bet divizet labourat gant livaj gwenn-mouk.

Voir la réalisation en français

Revêtement(s) de finition VERTIKAL® utilisé(s)